Après avoir étudié la figure de l’Ankoù et des contes traditionnels ou revisités, les élèves de Breton de 5E3 ont écrit et enregistré leur propre conte de l’Ankoù, en changeant quelques aspects du célèbre serviteur de la mort. En effet, l’Ankoù ne se déplace plus en charrette (karrigell) mais en baignoire (kibell), et ne fauche plus les âmes avec sa faux (falc’h) mais les aspire avec un canard en plastique (houad plastik). Le malheureux personnage qui a vu l’Ankoù est ici un pingouin qui se brossait les dents dans sa salle de bain quand l’Ankoù arriva…
Texte de l’enregistrement :
Titl ar gontadenn eo « Kibell an Ankoù ». Skrivet eo bet gant skolajidi 5E3 MLK e Liverieg.
Ur wech e oa un erev anvet Pinguin. En e sal-dour e oa, o vroustañ e dent, d’ar c’hentañ a viz Ebrel. En un taol e klevas trouz ur gibell o tont dre ar mogerioù hep terriñ anezho. E-barzh e oa un den gwenn e groc’hen, ur serviedenn a oa gantañ war e divhar, hag unan all melen war e benn. Un houad plastik a oa gantañ en e dorn.
- « Ro din ma c’hibell en-dro diouzhtu ! Piv out ?
- An Ankoù on. Kemeret ‘m eus da gibell peogwir eo torret ibil ahel ma c’harigell, ma digarez. Gallout a ran chom ganti mar plij ?
- Ah, an Ankoù ! Demat dit, mont a ra mat ? Kompren a ran, met ezhomm ‘m eus en em walc’hiñ ivez, penaos e vo graet ?
- Deus ganin ‘ta e-barzh ar gibell, plas a zo evit hon daou. » Dont a reas Pinguin e-barzh ar gibell. O c’hoari e oa gant an Ankoù, siwazh pa pouezas an Ankoù war an houad plastik e voe sunet ene Pinguin e-barzh.
- « Ah, ma digarez », eme an Ankoù, « ken kreñv hag ur falc’h eo ma houad plastik, disoñjet ‘m boa ! » Kenderc’hel a reas an Ankoù gant e hent war hentoù don Breizh.